Skritur logo
Articles

Lizherennoù Gwalarn

Lizherennoù Gwalarn

Gwalarn, ur manifesto, ur gelaouenn evit ul lennegezh vrezhonek nevez.


Gant Fañch An Henaff



E 1925 e oa bet ganet ar gelaouenn lennegel Gwalarn ur bazenn dibar en adsav arzel a verkas ar bloavezhioù 1920 e Breizh. Ganet e oa bet diwar c'hoant ar skrivagner ha yezhoniour Roparz Hemon (1900-1978), a zivizas pourchas d'ar brezhoneg un doare-skrivañ unvan hag, evel astenn, brudañ ha talvoudekaat ul lennegezh vodern digor war ar bed. Roparz Hemon a droas oberennoù lennegel pennañ Shakespeare, Cervantes ha Tchekhov. Disklêriañ a reas evel e ziviz : « Plijout a rafe din gwelet Breizh o kerzhout war hentoù ar bed, gousatdik, war droad evel ur pirc’hirin ».


Roparz Hemon. Er bloavezhioù 1960, kelenner-enklasker e Irish Institute for Advanced Studies, e Dulenn (Bro-Iwerzhon). Dastumadeg Tudual Huon.

An niverenn gentañ a zeuas er-maez e miz Meurzh 1925 enlakaet er gelaouenn Breiz Atao, aozet gant an tisavour Olier Mordrel (1901-1985). Dibar eo titl Gwalarn war an dachenn, gant un titl gant lizherennaouiñ mentoniel-kenañ, o cheñch etre bloc'hoù karrezek ha linennoù gwiadel, hag un eil lizherennaouiñ gwiadel evel istitl. Kadarnaet e vez e-giz-se liamm grafek Breiz Atao ha Gwalarn en ur spered a vodernelezh ker da arzourien luskad Ar Seiz Breur. Gant al lizherennoù divoas-kenañ-se e fell da vruderien Gwalarn, renet gant Roparz Hemon (Youenn Drezen, Frañsez Vallée, Abeozen), ober un taol kaer ha brasaat an emskiant eus al lennegezh nevez a fell dezho sevel.


Gwalarn n°1, meurzh 1925. Gwalarn n°162, c’hwevrer 1944. Dastumadeg Fañch An Henaff.

Diwar intrudu manifesto ar gelaouennGwalarn e vez kadarnaet ar vent europat.
« (…) Pouezus eo kelaouiñ splann petra eo Gwalarn, petra eo e bal, ha da biv eo a-ratozh-kaer. Gwalarn a zo, dreist-holl, un dra nevez ha dibar : ur gelaouenn lennegel, troet war-du ar vrezhonegerien a-vihanik, n’eo ket nebeutoc’h he c’hoant eget lakaat al lennegezh vrezhonek war an hent bet heuliet abaoe pell gant lennegezhioù ur bern broadoù bihan : Bohemia, Flandrez, Katalonia, e-touez reoù all. (…) Evit ar wech kentañ e kemero ur gelaouenn vrezhonek en un doare hentennek da reiñ d’he lennerien ur soñj eus al lennegezh keltiek hag estren, a-vremañ hag a-wechall, dre studiadennoù ha troidigezhioù. Evit ar wech kentañ e kinnigo ur gelaouenn vrezhonek d’an dud gant ur programm ha mennozhioù estetek ha prederel diazezet splann…»


Pelloc’h e embann ar gelaouenn he freder evit bezañ digor d’he lennerien da zont.
«(…) Les colonnes de Gwalarn sont ouvertes à toutes les plumes, sans distinction de parti. L’adhésion à Gwalarn n’implique pas l’adhésion au nationalisme breton. La littérature peut être mise au service de la politique, mais elle n’en dépend pas essentiellement. Il y aura place dans notre revue littéraire pour l’idée bretonne ; il y aura place pour un art libre vis-à-vis de toute doctrine. Nous concevons qu’on puisse s’attacher au breton par pur patriotisme. Nous concevons aussi qu’on puisse le faire par pur sentiment esthétique.»





Gwalarn original ha Gwalarn fin ; here 2024 ©Fañch An Henaff.

E 1927, daou vloaz goude he lañs, ar gelaouenn, he doa kavet hec'h emrenerezh hag he lennerien, a adkempennas he golo gant ur skritur eus ar familh Didones. Gant-se e voe roet dezhañ ur ster lennegel muioc'h eget an talbenn kentañ 1925. An aozadur gentañ-mañ eus 1925 a lakaas ac'hanon da grouiñ daou strollad lizherennek diazezet war perzhioù mentoniel an titl hag an istitl. An diou lizherenneg-mañ am eus anvet Gwalarn Original ha Gwalarn Fin. Oc’h amprouiñ emaon em enklask war an tresañ grafek, evel ma c’hartenn-hetoù 2025, o tegas da soñj da 100vet deiz-ha-bloaz krouidigezh ar gelaouenn lennegel Gwalarn, da grouidigezh ar Gwenn-ha-du, banniel Breizh (1925), ha d’un darvoud all, meur a ganved dezhañ : an Trovini vras Lokronan, a c’hoarvezas e miz Gouhere 2025.



Hetoù Fañch ; kerzu 2024 ©Fañch An Henaff.

Petra a zeuio da vezañ ar raktres tipograferezh Gwalarn orin-mañ ? N'eo ket dre ret e vefe embannet en dazont ; he fal diskouez e varregezh hag e chom ar vodernelezh eztaolet en XXvet kantved ur vammenn awen evit an tresañ tipografek e Breizh a-vremañ. Meur a abadenn e 2025 da lidañ krouidigezh Gwalarn, evel an diskouezadeg 100 vloaz Gwalarn, bet kinniget e miz Meurzh e Brest e kreizenn sevenadurel Sked ha goude-se e miz Here e Gouel al Levrioù e Breizh e Karaez hag e Skol-uhel ar Vro e Gwened.




Pour en savoir plus
• Michel Treguer - Gwalarn, in Arborigène occidental, éditions Mille et une nuits, 2004, p. 370-379
• Al Liamm n°471 juillet-août 2025, Gwalarn, Kant vloaz zo
• Gwalarn 100 vloaz 1925-2025. Kuzul ar brezhoneg/Kevre Breizh