Bolennad Kristal
Ar pennad da-heul a zo ur sintezenn eus ar programm enklask kaset da benn gant ar c’hrouerez Jeanne Saliou e-kerzh an Atalier Broadel evit an Enklask Tipografek (ANRT, Nancy) etre miz Kerzu 2023 ha miz Mae 2025. Ar preder war ar yezhoù hag o “endalc’her tipografek” rannet amañ a ya d’ober diazez damkanel tresañ ar seurt Bzig, a oa bet kroget da gentañ ha diorroet gant Skritur.
Testenn Jeanne Saliou
Kemmañ Thomas Huot-Marchand, Yoann De Roeck
Skeudennoù Maïlis Michel
Troidigezh & reizhañ XXXXX et Fañch Le Henaff
Ur benveg talvoudus eo an doare-skrivañ evit diskouez ha treuzkas ar yezhoù bihanniver. Ar brezhoneg, ur yezh keltiek predenek, a ziskouez mat an diaesterioù a-vremañ a vez liammet ouzh gwareziñ ar yezhoù-se. E-kerzh an XXvet kantved e voe un digresk buan abalamour da wanaat e dreuzkas etre ar rummadoù ha d’un endro ensavadurel dic’hortoz abaoe pell. Koulskoude, abaoe un nebeud dekvloaziadoù, ez eus bet ul luskad adsevel o tapout nerzh. Ar c’helenn divyezhek, an embannadurioù, ar c’hrouiñ arzel, an treiñ etrefasoù ha meziantoù niverel n’int nemet lod eus ar stignadoù a gemer perzh evit adlakaat ar yezh war wel ha reizhded. Heuliet eo an adsavidigezh-se ivez gant tabutoù diwar-benn ar c’hoant da unvaniñ ha da zoujañ al liesseurted rannyezhel, da gadarnaat an identelezh, ha da glotañ gant an implij a-vremañ.
Gant ar raktres enklask-mañ, hag a bled gant roll an tipograferezh e kempenn hag emdroadur ar yezhoù bihanniver, e kemer da loc’h ar sell ouzh emzalc’h an destenn e brezhoneg. Penaos e c’hell un doare-skrivañ reiñ e lod da lennadurezh, da vuhezegezh ha da anavezout ar brezhoneg? Graet evit goloiñ ha skoazellañ implijoù ledan ar brezhoneg skrivet ar resisañ ar gwellañ, e fell d’al lizherenneg-mañ brudañ al lenn astennet en ur lakaat e pleustr prederioù a-vremañ evel ar skrivañ enklozet hag ar pratikoù niverel. Dre ar sell-se e vez ergerzhet ivez gant an enklask kefridi an tresourien dirak pouez arouezel ar stummoù tipografel hag an danevelloù sevenadurel a dreuzkasont.
Evit Béatrice Warde, en he fennad “The Crystal Goblet, or Printing Should Be Invisible”, e tlefe an tipografezh, dre he natur hec’h-unan, en em ziverkañ a-dreñv an endalc’had. Koulskoude, en un endro krouidigezh lec’hiet war an dachenn douaroniel, ma kemer perzh al lizherennoù e kadarnaat ur bezañs yezhoniel, penaos e c’hellomp kendivizout gant an tennder-se etre an diwelusded hag an eztaol? Perak ha penaos e c’hellomp ijinañ un doare-skrivañ a zo war un dro un ostilh arc’hwelek, ur jestr politikel hag un kadarnaat bezañs yezhel? E peseurt asped eus ar c’hrouiñ, eus an etreobererezh pe eus an droidigezh e kemer perzh an treserien en dachenn-se? Ha, dre vras, peseurt perzh a c’hall ar skritur c’hoari e-barzh argerzhioù adsevel ar yezhoniel?
Pleustroù grafek ha tipografek a-vremañ e Breizh
Ur yezh keltiek predenek eo ar brezhoneg , kar d’ar c’hembraeg , skrivet gant al lizherenneg latin , gant he skridoù kentañ o tont eus ar Grennamzer . Adalek an XVIIIvet kantved e kemeras ar jezuisted, dirak ar boblañs vrezhonek unyezhek e Breizh-Izel, skrivañ ar yezhadurioù hag an doareoù da gelenn. An testennoù-se a lakae war-sav, evit ar wech kentañ, reolennoù ha notennoù resis, dreist-holl ar re evit ar c’hemmoù kensonennoù, a veze treuzskrivet dre skrid bremañ.
En XIXvet kantved e oa disheñvel ar reizhskrivadurioù a rannvro da rannvro. Dont a reas ar reizhskrivadur klasel diorroet gant ar Jezuisted da vezañ mestroniet e brezhoneg Kerne, Leon ha Tregor (KLT), tra ma oa diorroet unan all evit rannyezh Gwened. Jean-François Le Gonidec a adreizhas don ar yezh skrivet neuze: lakaat a reas e pleustr ur reizhskrivadur fonetikel, dizalc'h diouzh ar patrom gallek, o hollekaat dreist-holl implij al lizherennoù k ha g. Gant e adreizh, hag e skignadur war-lerc'h e geriadur Troude, e voe lakaet diazezoù ar brezhoneg a-vremañ.
Gant skoueriekadur an XXvet kantved e teuas peurunvan war wel, ur reizhskrivadur “unvan”, “echu parfet” pe “nevezvrezhonek”, diouzh al lesanvioù roet dezhi. Ar reizhiad-se, dreist-holl hiziv an deiz, a vev asambles gant stummoù all, evel ar skolveurieg (akademek) hag etrerannezhel (etrerannyezhel), o krouiñ un tamm disheñvelder grafek. Distagañ a reer ar brezhoneg a-fet gwel dre an niver a zigrafoù (zh, ou, ch, gn) hag ur framm testennek kempouez merket gant elisionoù ha gerioù berr. War an dachenn skrivañ, frekañs al lizherennoù k, v, w ha y a laka ar pouez war bezañs an taolioù stouet. Kreñv eo framm an destenn gant ar c’hensonennoù, tra ma krou an dibennoù e -où, -ed, pe -ek patromoù adlavaret. E-kreiz al liesseurted grafek ha diazezet war an identelezh-se emañ un doare nevesoc’h, e kroashent kudennoù yezhel ha sokial: ar skrivañ enklozañ e brezhoneg.
Un emgav dre zegouezh ha laouen
Ar skritur enklozañ e brezhoneg, evel an hini diorroet e galleg, a respont d’un ezhomm a zileuriadur. Ar stignadoù-se, gwriziennet e stourmoù sokial ledanoc’h, zo ul lodenn eus ur striv a-stroll evit modernaat hag adlañsañ ar yezh.
Ar gumuniezh pleustrek tro-dro d’ar reizhiad skrivañ enklozañ-mañ a zo savet dreist-holl gant komzerien yaouank, stourmerien feminist ha queer, kelennerien ha yezhoniourien. O fal eo diorren ar yezh en ur zoujañ d’he yezhadur, d’he sonerezh, ha d’he ferzhioù resis. Dre lakaat ar yezh da vezañ hollekoc’h e kemer perzh an obererien-se ivez en he treuzkas hag en he c’hoant d’ar rummadoù nevez. Ul lodenn eus ul luskad ledanoc’h evit adlañsañ ar brezhoneg eo an dialusk-se.
Légende à rédiger
Er kemperzh-se, enframmañ ar c’hemmoù kensonennoù en ur reizhiad heñvel ouzh al liammañ enklozañ a zigor un dachenn arnodiñ nevez. Ar c’hemmadurioù-se, elfennoù kreiz yezhadur ar brezhoneg, a ziskouez ur soubidigezh yezhel a c’hall an tresañ tipografek lakaat war wel. E-pad bloavezhioù, en embannadurioù brezhonek, e veze diskoulmet kudenn ar c’hemmadur kensonennel en anvioù-kadarn en ur implijout tiretennoù pe barrennoù. Kinnig ul liamm mesket a aesa ar skrivañ hag a ouzhpenn un elfenn all d’an dibaboù sevel. Dre lakaat ar c’hemmoù-se da vezañ gwelet dre ardivinkoù grafikel e teu da vezañ posupl termeniñ ar c’helenn, an estetik hag an enklozadur. Gant an doare-ober-se e vez graet eus ar brezhoneg ur yezh vev, pleustrek, gouest da blediñ gant kudennoù a-vremañ ha d’en em ezteurel penn-da-benn dre ar c’hrouiñ tipografek.
Légende à rédiger
Ar preder-se diwar-benn plastikelezh grafikel ar brezhoneg a gas en un doare naturel da c’houlenn diwar-benn istor e stummoù tipografel, a heuilh hag a ziskouez o emdroadur sevel identelezh ar yezh hec’h-unan.
Martezeadennoù evit ur skritur brezhoneg
Liammet strizh eo istor an doare-skrivañ brezhonek ouzh sevel identelezh ar rannvro. A-hed ar c’hantvedoù ez eus bet diazezet furmoù lizherennoù resis evel arouezioù ar “vretonelezh” (skritur uncial, lizherennoù awenet gant ar Seiz Breur). Kemer a ra perzh oberiant an tipografiezh e skeudennadur an tiriad hag e danevell stroll e identelezh.
Adalek an XVIIIvet kantved e teuas war wel un arouez gwelus: ar skritur onkial. A orin iwerzhonat e teuas tamm-ha-tamm ar c’haligrafiezh-se eus ar Grennamzer gant he lizherennoù-penn ront da vezañ ur skritur anavezet, merzet evel brezhonek. Lizherennoù evel Libra, krouet gant an Izelvroad Sjoerd Hendrik de Roos, pe Vulcain, awenet gant an Art Deco, a voe enframmet tamm-ha-tamm en identelezh gwelet lec’hel. N’eo ket “orin” o “breizhadelezh”, met kentoc’h prenet dre an implij: o emdroadur a-wechoù e-barzh un endro rannvroel eo a ro an identelezh-se dezho.
Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e oa an apropriadur-se ul lodenn eus un endro ledanoc’h: an adsav sevenadurel breizhat kentañ. E-kerzh ar prantad etrebrezel e teuas war-wel un adnevezadur arzel ha stourmer lusket gant ar Pankeltiegezh (un ideologiezh a glaske liammañ Breizh ouzh he “c’hoarezed keltiek” — Iwerzhon, Bro-Skos, Kembre , Kernev-veur ha Galiza). Klask a rae al luskad-se, war an dachenn sevenadurel ha politikel, adkadarnaat dibarelezh Breizh dirak an asimiladur gall. Er c’hlima-se eo e teuas war-wel luskad Ar Seiz Breur, ur c’hevredad krouet e 1923 gant Jeanne Malivel ha René-Yves Creston. Dre vodañ tresoù hengounel ha levezonoù modern (Art Deco, Arts & Crafts) e ijinjont ur c’henedelezh breizhat a-vremañ. O labour a lakaas diazezoù un identelezh c’hrafek vrezhon modern, a c’haller sellet outi evel ur c’hliched hiziv an deiz, pa seller ouzh an niver bras a daveoù diwar e benn war dachenn an tresañ breizhat a-vremañ.
Légende à rédiger
An eil adsavidigezh, er bloavezhioù 1970, a c’hoarvezas e-barzh un endro disheñvel: an adsavidigezh pobl hag ar stourmoù sokial. Ar sonerezh, Gouel Etrekeltiek an Oriant, hag adsavidigezh ar fest-noz (fest-noz hengounel Breizh) a lakaas ur santimant a berc’henniezh da adneveziñ. Heuliet e voe al luskad-se gant ur bleuniadur eus an tresañ grafikel: posteroù artizanel, doareoù-skrivañ awenet gant ar Gelted, patromoù etrelakaet, spiralennoù, ha motifoù iwerzhonat. Ar stummoù-se, stereotipek a-wechoù, a ziskoueze ur c’hoant gwirion da adkempenn ar sevenadur, met diskouez a raent ivez bevennoù ur stil diazezet war an identelezh stanket en ornamantoù.
Hiziv an deiz ne c’haller ket bevenniñ adtermeniñ an doareoù-skrivañ brezhonek da venegiñ stummoù kozh pe da adsevel kodoù hêrezh. Nebeutoc’h a draoù a denn d’an heuliañ eget da gompren an intentoù, an endroioù hag an implijoù. Ret eo kaout un anaoudegezh fonnus eus an hêrezh grafek-se, n’eo ket evit bezañ sujet dezhañ, met evit tennañ mennozhioù splann diwarnañ. Ret eo d’al lennadurezh, d’ar stumm sklaer ha d’an ton dereat bezañ ar penn-kentañ e-lec’h klask kaout ur santimant identelezh diouzhtu. Ret eo d’ar c’hrouiñ a-vremañ fiziañ en emskiant, er santidigezh hag er fonksionelezh evit astenn an hêrezh-se hep kouezhañ e-barzh ar pastiche. An taolioù-arnod a-vremañ-se, en ur adstagañ ouzh ment plastek hag eztaol ar brezhoneg, a astenn un istor hiroc’h ma c’hoarie an doare-skrivañ ur perzh kreiz evit aroueziañ an identelezh yezhel ha sevenadurel.
Légende à rédiger
Petra eo an efedoù evit ar c’hrouiñ tipografek en un endro liesyezhel rannvroel?
En un endro a liesseurted yezhel rannvroel evel hini Breizh, m’emañ ar galleg, ar brezhoneg hag ar gallaoueg o vevañ asambles, e sav diaesterioù ispisial an tresañ tipografek. Pep yezh he deus he ferzhioù grafek, fonetek ha sokiosevenadurel hec’h-unan, hag a levezon war-eeun tresañ ha implij al lizherennoù. Delikat dreist-holl eo kaoz ar gallaoueg. Ur yezh gant un hengoun skrivet fall diorroet, gouzañv a ra diwar un diouer a skoueriekadur reizhskrivañ. Hiziv an deiz n’eus ket nebeutoc’h eget pemp kinnig skoueriekaat, ha hini ebet anezho n’en deus tizhet ar c’henemglev. Ar rannadur-se a laka an tresañ lizherennoù da vezañ diaes: penaos dibab lizherennoù dereat pa vez kemmet ar c’henemglevioù reizhskrivañ eus ur c’horpus d’egile? E-pad pell en deus gouzañvet ar gallaoueg un doare gallofobiezh diabarzhet, lakaet alies da vezañ ur “patois” ha disprizet gant e gomzerien o-unan. Dre ziouer a c’hallfe dedenn ar c’humuniezhioù vrezhonek nevez zo gant ar yezh-se a oa bet lezet a-gostez a-raok broudañ un emdroadur nevez a weledigezh hag a reizhded, war dachenn an tipograferezh en o zouez. Daoust ma seblant an diouer a skoueriekaat bezañ un harz, e c’hell bezañ gwelet ivez evel un digarez: ar chañs da ijinañ lizherennoù kemmesk gouest da respont da ezhommoù al liesseurted yezhel hep strishaat ar pratikoù. Ur perzh he deus an doare-skrivañ evit anavezout ha skignañ ar gallaoueg, evel ma ra evit ar brezhoneg. An diaesamant a zeu neuze da vezañ sevel ostilhoù grafek a ya gant emdroadur an implij, e-lec’h e stankañ a-raok ar mare.
Emzalc’h an destenn evel da gregiñ ganti
En em c’houlenn a c’hellfe bezañ penaos treiñ dinamik yezhel ar brezhoneg hag ar gallaoueg e stummoù tipografek. Penaos disklêriañ un identelezh hep distrujañ al lennegezh, penaos enframmañ daveoù sevenadurel en ur virout ouzh ar c’hlichedoù. Tresañ al lizherennoù a zeu da vezañ un endro evit kendivizout war an eztaol hag ar fonksionelezh, dreist-holl en un endro liesyezhek (galleg, brezhoneg, gallaoueg).
Strolladoù skedus al lizherennoù k, v, w, y, ha z a framm lusk gwelet ar brezhoneg. O pouez a ro nerzh d’an destenn met riskloù a zo da stankañ al lennadurezh, tra ma vez gwarantet ar stabilded hag ar sklaerder gant o dousaat. Gant al labour war an tilde hag an digrafoù ch/c’h e vez astennet ar preder-se: kendeuziñ al lizherennoù pe reizhañ an diakritikoù a aotre un ton gris unvan hep reuziñ an destenn. An dibaboù lizherennañ-se a dremen etre al lennegezh hag un disklêriadur kreñv eus an identelezh. Erfin, an doareoù all awenet gant dornskridoù keltiek a ginnig un hent evit an arnodoù muzuliet, o lakaat e pleustr ar ritm hag ar sonerezh gwelet hep lakaat an destenn da vont en-dro.
Légende à rédiger
Evit tresañ ur skritur evit ar yezhoù breizhek e ranker doujañ d’o ferzhioù reizhskrivañ ha grafek resis. Ar brezhoneg, gant e ñ, ù, e zigrafoù ch/c’h, hag e arouezioù dibar (evel ar barrennoù k ha g), a ziskouez an ezhomm da reizhañ resis evit gwarantiñ al liesadur hag ar c’henderc’hañ. Ar gallaoueg, yezh oïlek Breizh-Uhel, a c’houzañv diwar an diouer a standard skrivet (daoust ma seblant ar reizhskrivadur ABCD tapout tachenn) hag an anavezadur izel, ar pezh a c’hallfe harzañ dont war wel un identelezh tipografel dibar. E keñver ar c’hembraeg e laka e digrafoù evel lizherennoù klok, hag ar yezhoù gouezelek a zalc’h un hengoun grafek dibar gant o lizherenneg enezek.
An doare-ober a sikour an eztaol strizh: glifoù resis, evel G, g ha Q, a zeu da vezañ lec’hioù evit arnodiñ. Sklaer eo an ober kempenn-se ivez en doare ma vez meret ar c’hontrol, ar c’hrommennoù hag ar c’heñveroù. Ar stummoù gant ur c’hontrast izel hag ar stummoù tomm ha kreñv a glask lakaat ar solidded hag an aes da implijout da glotañ. Pep dibab a zeu eus un emglev etre ar resisted istorel, ar c’hevredigezh frammadurel hag al lennadurezh, en ur virout ouzh un efed kinklañ hepken hag ouzh un neptuegezh goullo.
Erfin, ar goulenn diwar-benn un ur c’henedelezh tipografel “rannvroel” a vez tostaet gant ur pellder kritikel. Kemer perzh e gwelusded ar brezhoneg skrivet a dalvez anavezout un tamm identelezh sevenadurel, hep, koulskoude, bevennañ an estez ouzh ur sell folklorel. Diazezet eo ar raktres neuze war ar sellout hag an azasaat: tennañ war sevenadur grafek Breizh evit magañ ar c’hrouiñ a-vremañ, hep e vagañ. N’eo ket ar pal goulenn un identelezh tipografel fiziet, met arnodiñ gant stummoù posupl ur yezh gwelet diazezet, kempoell ha bev.
Ar raktres-mañ a ergerzh an tipografezh evel un endro ma vez kroaziet ar sevenadur, ar yezh hag ar politikerezh. Dre sevel un doare-skrivañ azasaet d’ar brezhoneg e vez studiet penaos e c’hall an arouezioù, an diakritikoù hag al liammoù treuzkas kudennoù yezhel ha sokial. Pell diouzh ur rannvroelouriezh strizh e fell d’an doare-ober lakaat ar gwrizioù lec’hel da glotañ gant an implij a-vremañ, en ur sellet ivez ouzh perzh an doare-skrivañ evit adsevel ar yezhoù bihanniver. Daoust ma ne c’hell ket an doare-skrivañ hec’h-unan gwarantiñ o buhez, e kemer perzh en o gweledva ha dre-se en o anavezadenn arouezius. En e zigorded emañ dazont ar raktres: mont war-zu ar yezhoù keltiek all, kas war-raok an enklaskoù war al lennegezh, hag ergerzhout an arloadoù niverel. Krouidigezh ul lizherenneg evit ar brezhoneg a ziskouez penaos e c’hall an tipografezh bezañ war un dro ur benveg fonnus hag ur benveg evit ar vuhezegezh sevenadurel.
Bilzig, ur skritur evit ar brezhoneg a-vremañ
Dont a ra Bilzig eus ur raktres enklask bras kaset da benn e Stal Broadel an Enklask Tipografek (ANRT) e Nancy gant Jeanne Saliou. Diazezet eo al lizherenneg-mañ war evezhiadennoù tipografel ha yezhoniel bet graet diwar-benn emzalc’h an destenn e brezhoneg, ha war vartezeadennoù savet war liesseurted ar stummoù en un endro liesyezhek. Savet war un dro evel ur benveg aes d’ober gantan hag arnodel, Bilzig a glot gant ezhommoù resis ar brezhoneg en ur lakaat e pleustr kudennoù a-vremañ a denn d’ar skrivañ enklozet, d’ar c’hemmoù kensonennoù, ha d’al lenn niverel. Embannet eo gant Skritur, ul labouradeg lizherennoù brezhonek engouestlet da ergerzhout ar skriturioù a-vremañ evit ar yezhoù keltiek.
E stumm, ijinet evit aesaat al lenn astennet, a ya d’ober un toullad implijoù: galleg, brezhoneg, gallaoueg, kembraeg, ha dre vras, an holl yezhoù europat. Enkorfañ a ra Bilzig meur a zibab a-fed stil a c’haller gwiriekaat diouzh ar yezh: ar brezhoneg evit ar brezhoneg, ar gallaoueg evit ar gallaoueg, ar c’hembraeg evit ar c’hembraeg, hag Uncial a gendalc’h da zegas an hengoun enezek. Pep hini eus an dibaboù-se a glot gant stummoù ar glifoù, al liammoù hag an diakritikoù diouzh an ezhommoù yezhoniel a glot ganto, o rontañ lizherennoù a-veskell ar c’hembraeg, o azasaat digrafoù ar brezhoneg, pe o lakaat e pleustr liammoù resis d’ar c’houbladoù frekañs e galleg.
Unan eus perzhioù pennañ ar raktres eo merañ ar c’hemmadur kensonennoù, a zo everk da yezhadur ar brezhoneg. E-lec’h ma implij ar pratikoù embann strinkennoù pe barrennoù hepken evit diskouez kemm an anvioù-kadarn, e kinnig Bilzig ur reizhiad liammoù mesket, o unaniñ al lizherenn orin hag he stumm kemmet en un arouez hepken. Gwellaat a ra an dafariad nevezus-mañ al lennadurezh en ur lakaat war wel un elfenn yezhoniel pennañ.
Da glozañ ganti, Bilzig a astenn al lojik-se d’ar skritur enklozet: lakaat ur poent kreiz etre div lizherenn a grou drezhañ e unan ul liamm kemmesk a zo lennus hag a-gevret. An argerzh-se, savet evit ar galleg hag ar brezhoneg, a ergerzh pelloc’h ar skeudenniñ eus al liesseurted reizhel er skritur.
Evel-se e tiskouez Bilzig penaos e c’hall an enklaskoù tipografek kemer perzh e buhezegezh ar yezhoù bihanniver dre ginnig dezho ostilhoù dereat evit an eztaol.
Jeanne Saliou, novembre 2025
Liammoù
Embannet eo ar pennad-mañ war lec’hienn ANRT ivez, a c’haller mont da welet amañ
Un enrolladenn eus kinnig ar raktres dirak ar juri a c’haller kaout eno ivez, a c’haller gwelet amañ
Levrlennadurezh
• André, Jacques. “De Kornog à Brito.” Graphê, n°07, 2014, p. 1-7. [En ligne]
• André, Jacques, et Riou, Yann. Le K barré, lettre interdite. Locus Solus, 2025
• Bain, Peter, et Paul Shaw, dir. Blackletter: Type and National Identity. Catalogue d’exposition, The Herb Lubalin Study Center of Design and Typography, School of Art, The Cooper Union for the Advancement of Science and Art. New York: American Printing History Association, 1999, 80 pages.
• Broudic, Fañch. Économie et langue bretonne: un rôle déterminant, deux fois? / The economy and the Breton language: a determining role, twice over? Séminaire du 15 juin 2013, p. 153-203.
• Broudic, Fañch. Langues parlées, langues écrites en Basse-Bretagne, 1946-1990 / Spoken languages, written languages in Lower Brittany (1946-1990). p. 69-79.
• Broudic, Jean-Yves. Changement linguistique et processus psychiques inconscients liés à un trauma collectif: le cas de la Basse-Bretagne / Linguistic change and unconscious psychic processes linked to a collective trauma: the case of Western Brittany.
• De Mars, L.L, Violet, Gaël. Bretagne, bretons, bretonnité (1) avec Gaël Violet, on lit “Le monde comme si” de Françoise Morvan, 2023.
• Désanges, Guillaume, Piron, François, et Raveu, Clément, éd. CONTRE-VENTS. 2021. ISBN 978-2-918252-69-6. 296 pages.
• Fagon, Christian. Domaine breton. Changement du /z/ en /h/ en Léon: continuité du brittonique au breton moderne et regard sociolinguistique des locuteurs sur ce phénomène / Change of /z/ to /h/ in Leon: continuity from Brittonic to modern Breton and speakers' sociolinguistic view of this phenomenon. p. 74-83.
• Gallais, Jean-Marie et Calafat, Marie-Charlotte, dirs. Folklore. Par Marie-Charlotte Calafat, Manuel Charpy, Arnaud Dejeammes, Jean-Marie Gallais, Ida Soulard et Anne-Marie Thiesse. Coédition Mucem/Centre Pompidou-Metz/Éditions La Découverte. 224 pages, 230 illustrations. 21 × 27 cm.
• Galliou, Patrick et Tanguy, Bernard. Armorican Graffiti. Prolégomènes à l’étude des graffites romains d’Armorique / Armorican Graffiti. Prolegomena to the study of Roman graffiti in Armorica. Dixième journée d’étude et d’échange, p. 79-83.
• Glon, Thierry. Esthétique du régionalisme / Aesthetics of regionalism. Séminaire du 7 décembre 2012, p. 43-54.
• Guillou, Anne. Les femmes et le breton / Women and Breton. p. 227-231.
• Irslinger, Britta. Les dérivés gallois, cornique en -yn / -en, breton en -enn et irlandais en -ne: fonction et sémantique / Welsh derivatives: Cornish in -yn / -en, Breton in -enn and Irish in -ne: function and semantics.
• Larvol, Gwenole. Les défis de l’enseignement en breton. L’exemple de l’appropriation sociolinguistique. Séminaire du 28 mai 2021, pp. 229-252.
• Le Berre, Yves et Le Dû, Jean. Devoir et nécessité: à quoi sert le breton à ceux qui le parlent? / Duty and necessity: what use is Breton to those who speak it? Séminaire du 5 décembre 2014, p. 147-160.
• Le Coadic, R. Manipulation idéologique au musée de Bretagne. Billet de blog, 29 juin 2022.
• Le Gall, Laurent. La Bretagne, une illusio qui fonctionne / Brittany: an illusio that works. Séminaire du 11 mai 2012, p. 111-136.
• Le Pipec, Erwan. Le breton, langue-totem? / Breton: a totemic language? Séminaire du 11 mai 2012, p. 137-176.
• Le Pipec, Erwan. Transmission ou transformation? À quoi ressemble le breton scolaire aujourd’hui? Séminaire du 13 décembre 2019, pp. 5-44.
• Le Squère, Roseline. Comment les usages des marques de territoire et de la symbolique régionale bretonne peuvent-ils contribuer au développement de la langue bretonne et de la culture régionale? / How can the use of Breton landmarks and regional symbolism contribute to the development of the Breton language and regional culture? Séminaire du 15 juin 2013, p. 219-237.
• Mediavilla, Claude. Calligraphie. Actes Sud, 5 juin 1996.
• Meffre, Julien. Les usages de la langue bretonne en politique / Uses of the Breton language in politics. Séminaire du 10 avril 2015, p. 85-109.
• Morvan, Malo. L’Étude récréative et sérieuse de Vincent Roudaut, un hérétique du celtisme au XIXe siècle / Étude récréative et sérieuse: Vincent Roudaut, a nineteenth-century heretic of Celticism. Séminaire du 5 avril 2019, p. 199-228.
• Pentecouteau, Hugues et Servain, Pierre. Apprendre le breton, est-ce faire “communauté”? / Does learning Breton involve the creation of a ‘community’? Séminaire du 30 mars 2018, p. 61-76.
• Raude, Alan J. La signalisation bilingue des noms de communes en Bretagne bretonnante / Bilingual signage for the names of communes in West Brittany. Dix-huitième journée d’étude et d’échange, p. 263-276.
• Vox, Maximilien. Caractère Noël 54 - Le point de vue du typographe. 1954.
